‹ Histoire de la conquete de l'Angleterre par les NormandsChapitre 222 sur 233 · ET SUR SON NAUFRAGE AU RETOUR · texte numérisé non relu

ET SUR SON NAUFRAGE AU RETOUR

DISTRO EDZ A VRO-ZA.OZ

Etre parrez Pouldrégat ha parrez Plouaré, Ez-euz tudjentil iaouank o sével eunn armé ■ Evit monet d'ar brezel dindan mab ann Dakés Deuz dastumet kalz a dud euz a beb korn a Vreiz;

Evit monet d'ar brezel dreist ar mor, da Vro-zoz. Me meuz ma mab Silvestik ez-int ous hé c'hortoz. Me meuz ma mab Silvestik ha né meuz né met-hen, A ia da heul ar strollad, ha gand ar varc'héien.

Eunn noz é oann em' gwélé, né oann ket kousket mad, Me glévé merc'hed Kerlaz a gané son ma mab ; Ha mé sevel ém' c'hoanzé raktal war ma gwelé : — Otrou doué! Silvestik, pelec'h oud-dé brémé?

Martézé émoud ouspenn trich'ant léo dious va zi Pé tolet barz ar mor braz d'ar pesked da zibri; Mar kérez béa chommet gant da vamm ha da dad, Te vize bet dimézet bréman dimézet mâd;

1. Barzas Breiz , chants populaires de la Bretagne, publiés par M. Tlié. dore de La Villemarqué, 3e édit., t. 1, p. 233.

Té vizé bet dimézet hag eureujed timad D'ar braoa plac'h dious ar vro, Mannaïk Pouldrégat, Da Manna da dousik-koant, ha vizez gen-omp-ni Ha gand da vugaligou trouz gant-hé kreiz ann ti.

Me em euz eur goulmik glas tostik dious ma dor, Ma hi é doull ar garrek war benn ar roz o gor; Me stago dious hi gouk me stago eul lizer Gant séiennen va eured, ra zeui ma mab d'ar ger.

— Sav a-lé-sé, va c'houlmik, sav war da ziou-askel Da c'hout mar té a nichfé, mar té a nichfé pell;

Da c'hout mar té a nichfé gwall bell dreist ar mor Lraz, Ha wifez mar d-é ma mab, ma maber buhé c'hoaz?

Da c'hout mar té a nichfé tré-beteg ann armé Ha gasfez euz va mab paour timad kélou dimé? Sétu koulmik glaz va mamm a gané kreiz ar c'hoat, Mé hi gwell érru d'ann gwern me hi gwel oc'h rézat.

— Eurvad d'hoc'h hu, Silvestik, eurvad d'hoc'h, ha klévet Ama emeuz eul lizer zo gan-in d'hoc'h kaset

— Benn tri bloaz hag eunn devez me erruo da vad

Benn tri bloaz hag eunn devez gant ma mamm ha ma zad. —

Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri :

— Kénavo did, Silvestik, né az gwelinn két mui; Mar gaffenn da eskern paour tolet gand ar mare Ha mé ho dastuméfé hag ho briatéfé. —

Ne oa két he c'homz gant-hi, hé e'homz peur-lavaret Pa skoaz eul lestr a Vreiz war ann ot, hen kollet, Pa skoaz eul lestr a vro penn-da-benn hen frezet, Kollet gant-hen hé raonnou hag hé gwernou bréet.

Leun a oa dud varo, den na ouffé lavar,

Na goût pe géit so amzer n'hé deuz gwelet ann douar.

Ha Silvestik oa éno, hogen na mamm na tad,

Na minon, né doa siouaz, sarret hé zaou-lagad !

TRADUCTION DU MORCEAU PRÉCÉDENT

Page 1