‹ La France a RomeChapitre 119 sur 177 · J. CAL VET · texte numérisé non relu

J. CAL VET

(diocèse de MONTPELLIER

AR STUR HAG ANN ALC'HOUEZ

loet gant Jeziiz da Zant-Pezr liag a zo hiriû gand bon Tad Santel ar Pal) Pii IL

Unus Pastcr^ unus ovile !

Me ho ped, Spered-Santel, da rei d'in sklerijen Evit kana meuleudi gwir Dad ar gristenien ; Ma La zeuit d'am zikour penaoz ec h hallinn-me Zevel eur werz enn enor da Vikel ma Doue!

Eled euz ar Baradoz, c'houi zend ha zentezed, Klevit holl euz arbeden arann d'e-hoc'h daoulined Ma daoulagad d'ann envou azav leun a Zaelou... Goulennit digant Jezuz evid-oun lie c'hrasou !

Ha c'houi, Telen ann Arvor, stardit mad ho kerden^ Telen aour, zonit breman, zonit skiltr ha pergen, Evit ma'z ai hoc'h ekleo da Rom, dreist ar menez^ Da gichen kador Zant-Pezr, kador ar wiriounez !

Azezet enn-hi skeduz, abaoue pell-amzer, Pii-Nao a gas dre ar mor lestr zakr ar Pesketaer; He zorn a zo war ar stur, koenvet eo ar gweliou Hag ann hent mad a zibab e kreiz ann islonkou !

Ma vijenn eunn evnik gwenn pe eunn elik Doue, Kerkent e nichfenn dre dreid dagana drant ha ge, Hogen pa ne d-ounn elik, pa n'em beuz diouaskel, Kanomp, Telen, a dro vad, a draounien Breiz-Izel!

Gloar, enor, ha buez hir d'hon Tad Santel ar Pab, Rag Hen a zo gwir Verer da dra Doue ar Mab ; Meuleudi d'ar gristenien, abevar c'horn ar bed, A ia, war lestr ann Iliz, gant-han d'ann euruzded !

Abaouet riwac'h kant vloaz e man o vont war vor. . . Avel foll, c'hoari da baotr, biken he stur na dorr; Gerrek, kurun ha luc'hed, c'houi na hellit netra, Rag ar mor a oar douja ha na gred he lonka !

Tud diskredik, divorc het, zouc'het e treaz ann aot ,Ne-ket hen-man eunn dra gaer hag eunn arvest dibaot? Digorit lio taoulagad ha galvit arSturier... Gant plijadur e teaio evid ho tigemer!

War bont al lestr goudevez, breudeur holl da viken, Ni az afe a spered, warlerc'h annEskibien, Enn dro da gador hon Tad da c'houlenn he vennoz, Hag a welfe enn he zorn alc'houez ar Baradoz!

Na vez klevet ken ar bleiz o iudal er c'hoajou, Hag ann denved a beurfe e peoc'h er chlazennou ; Hag, hervez ann Aviel, eur Mesaer hep-ken A vesafe eunn tropel; ann Env a vez laouen!

L M. AR lÂNN.

Cwengamp, 7 aviz Du 1809.

Page 1