II. — LA MERE MALADE El' LE JEUNE CHANTEUU MENDIANT
Pa oa lie vaiiim war he gwele Ann (lallik paour he briate :
— Ma manirnik keaz, ma am c'harel, D'ann iliz em lesfec'h monel,
Me zo avad seiz vloaz fourniz,
Ha n'ounn ket bet c'hoaz enn iliz. »
— Allaz! va raab, n"ho kasinn ket, Pa'z-onn war ma gwele chommet,
Pa'z-onn dalc'het gand eur c'hlenved Ken a vo red d'in kiask ma boed. »
— Da glask ho poet c'hui na iei ket, Me iei evid hoc'h, mar keret.
Me iei gand eur re am chaso Hag enn eur vont me a gano,
Me a gano flour ho kwerzou, Ken a welo ar c'halonou. »
Hag hen kuit, hag den da glask boed, Evit he vamm ne halle ket.
Kriz vije kalon na welje
War ann hent meur neb a vije
0 welet ann dallik seiz vloaz
Gant han met he gi gwenn d'he gas;
0 klevet kana ar bugel Dindan ar glao hag ann avel ;
Kaiia 0 krena, divoutou, He zent 0 strakal gaïul rioii.
Ken a zeuaz ann aliardae, Hag ann noz du-pok goude-ze.
Hag hen davet he vamm d'ar ger, Skuiz-stang ken n'halle seni ger ;
Ken n'halle derc'hel war he dreit, Gand ann hent ruzuz ha skoniet.
Ken a gouezaz war he c'henou, 0 strinka goad a bouladoii,
0 strinka goad a bouladou
Mesk ha mesk gand dent a damniou.