‹ Contes BretonsChapitre 9 sur 10 · LE MEUNIER ET SON SEIGNEUR · texte numérisé non relu

LE MEUNIER ET SON SEIGNEUR

AR HILINER HAG HE AOTRO.

Pewar bloaz a oa n'hen defoa ket paeet he c hourmikaël (1) d'he aotro. Paour a-wale'h a oa ! un dez ann aotro, o retorn euz ar chasse, ha drouk en-han, abalamour n'hen defoa lapet netra , a dennas war vuc'h ar miliner, a gavas en he hent, hag a lac'has anehî. Groeg ar miliner a welas ann toi, hag a diredas d'ar gèr o estlammi : — Allas ! Allas ! glac'haret a-walc'h omp wit ann dro-ma ! Setu lac'het bon buc'h gant ann aotro ! —

Ar miliner na laras mann-a-bed ; met drouk a oa en-han memeuz tra. Epad ann noz, a kîgnas he vuc'h, hag ec h eaz neuze da werza he c'hroc henn da Wengamp. Evel ma hen defoa pell da vont, hag hen defoa c'hoant da vea beure-mad en kèr, a partiaseuzargèr wardro anter noz. Digwêt da dremen ur c*hoad lec'h ma oa ar vrud a vije laeron braz, a leuas aoun d'ehan, hag a pignas war ur wezenn, da c'hortoz ann de.

Enbezr ec'h arruas indan ar wezenn-se ur vandenn laeron, da bartaji oc*h arc'hant. Ha setu chikan ha trouz ; ua oant ket ewit em glewet.

(1) — Gourmikaël est évidemment une corruption de goetmikaêl, — mot- à-mot : féle-MicheL — On désigne ainsi la Saint-Michel, qui se trouve le 29 septembre. C'est répoqueoù le fermier breton paie ordinairement sou seigneur, ou son propriétaire^ comme on dit aujourd'hui.

LE MËUNIEfi ET SOtf SEIGNEUR.

Page 1